Prezidant Republik arab Egipt

Prezidant Republik arab Egipt a vez graet eus rener stad Egipt ha penn meur an nerzhioù lu egiptian abaoe krouidigezh ar garg d'an 18 a viz Even 1953.

Mohammed Naguib e voe kentañ prezidant Republik Egipt etre 1953 ha 1954.

Gamal Abdel Nasser a voe prezidant etre 1956 ha 1970. War e lec'h e voe Anouar el-Sadat (1970-1981), Soufi Abou Taleb (1981) hag Hosni Moubarak (1981-2011).

Kuzul meur nerzhioù lu Egipt, ur bodad karget gant erlec'hiañ ar prezidant, a voet krouet d'an 11 a viz C'hwevrer 2011 goude dilez Hosni Moubarak ; e erlerc'hier eo Mohamed Morsi, dilennet d'ar 14 a viz Even 2012.

En daolenn da heuilh emañ deiziadoù kemennoù ha gouarnamantoù ar pennoù-Stad. Deiziadoù al linenn ziwezhañ (« Kemenn dilennadeg ») zo daveet gant deiziad an dilennadegoù (ma'z eus bet anv anezho) o deus kadarnaet ar c'hemenn.

Poltred Anv
(ganedigezh-anaon)
Deiziadoù ar c'hemenn

Kemenn dilennadeg
Gouarnamant Strollad politikel Kargoù all
e-pad ar c'hemenn
Notennoù hag elfennoù dibar
1 Mohammed Naguib
(19011984)
18 a viz Even 1953 14 a viz Du 1954 Naguib I ; Nasser I ; Naguib II ; Nasser II Dizalc'h Kentañ ministr Kentañ prezidant Egipt goude diskar ar vonarkiezh[1]. Reiñ e zilez a reas dre wask al lu[2].
2 Gamal Abdel Nasser
(1918-1970)
14 a viz Du 1954 28 a viz Gwengolo 1970 Nasser II ; Sabri ; Mohieddin ; Sulayman ; Nasser III Unvaniezh sokialour arab Kentañ ministr Ar c'horonal Nasser a skarzhas ar jeneral Naguib ar 14 a viz Gwengolo 1954 hag a gemeras e blas e penn ar Stad gant ar garg a brezidant kuzul ar pennoù reveulzier betek an 23 a viz Even 1956, pa zeuas da vezañ prezidant ar Republik. Dilennnet e voe da brezidant er bloaz 1956[3], deiziad votadeg ar vonreizh[4]. Broadelaat a reas kanol Suez er memes bloavezh[5], krouiñ a reas evel-se ur reuz etrebroadel. Krouiñ a reaa ar Republik arab unvan gant Siria e 1958[6]. Perzh a gemeras e brezel ar c'hwec'h devezh e 1967[7], ur c'hwitadenn e voe. Mervel a reas trumm e 1970[8].
1956, 1965
3 Anouar el-Sadat
(19181981)
28 a viz Gwengolo 1970 6 a viz Here 1981 Fawzi ; Sedki ; Sadate I ; Hejazi ; Salem ; Khalil ; Sadate II Strollad broadel demokratel Kentañ ministr A gemeras plas Nasser e 1970[9]. A lakaas ur vonreizh nevez da dalvezout e 1971[10]. Perzh a gemeras e brezel Kippour e 1973[11] Sinañ a reas un arsav brezel gant Israel (emglevioù Camp David)[12]. Drouklazhet e voe gant soudarded islamour e 1981[13].
1970, 1976
Soufi Abou Taleb
(19252008)
6 a viz Here 1981 14 a viz Here 1981 Moubarak Strollad broadel demokratel Prezidant Bodad ar Bobl A gemeras plas Sadate e 1981 evel prezidant da c'hortoz.
4 Hosni Moubarak
(1928-2020)<
14 a viz Here 1981 11 a viz C'hwevrer 2011 Moubarak ; Mohieddin ; Ali ; Mahmoud ; Sedki ; al-Ganzouri I ; Ebeid ; Gouarnamant Nazif ; Gouarnamant Chafik I ; Gouarnamant Chafik II Strollad broadel demokratel Kentañ ministr Kemer a reas plas Sadate e 1981[14]. Addilennet e voe e 1987, 1993, 1999 ha 2005[15]. Reiñ a reas e zilez e 2011, un nebeud mizioù a-raok fin e gemenn, e-kerzh ar reveulzi egiptian[16].
1981, 1987, 1993, 1999, 2005
Mohamed Hussein Tantawi
(1935-2021)
11 a viz C'hwevrer 2011 30 a viz Even 2012 Gouarnamant Chafik I ; Gouarnamant Chafik II ; Gouarnamant Charaf I ; Gouarnamant Chafik II ; Gouarnamant al-Ganzouri II Strollad ebet Krouidigezh kuzul-meur lu Egipt, un aozadur e-karg gant galloudoù penn ar Stad gant un doare da c'hortoz[17]. E-penn ar c'huzul e kaver Mohamed Hussein Tantawi betek an 30 a viz Even 2012[18].
Prezidant
kuzul-meur lu egipt
5 Mohamed Morsi
(ganet e 1951)
30 a viz Even 2012 3 a viz Gouere 2013 Gouarnamant Qandil I ; Gouarnamant Qandil II Strollad Frankiz ha Justis Dilennet e 2012[19]. Kentañ prezidant dilennet gant ar bobl[20], ezel ar strollad relijiel Breudeuriezh vuzulman. Dre ur votadeg pobl e lakaas ur vonreizh nevez da dalvezout[21] ; tabut a voe[22] e fin ar bloavezh 2012. Lamet dre un taol-Stad d'an 3 a viz gouere 2013[23], goude un emsavadeg pobl ramzel e-liamm gant kentañ deiz-ha-bloaz e gemenn[24].
Dilennadegoù prezidant Egipt 2012
Adli Mansour
(ganet e 1945)
4 a viz Gouere 2013 8 a viz Even 2014 Gouarnamant el-Beblawii ; Gouarnamant Mahlab Strollad dizalc'h Lez-uhel vonreizhel Prezidant Lez-uhel vonreizhel Egipt, lakaet e voe war-raok gant al lu d'an 3 a viz Gouere 2013 evit kemer plas Mohamed Morsi, skarzhet gant al lu[25]. Touiñ a reas lealded en deiz war-lerc'h[26]. Kinnig a reas ur votadeg pobl evit lakaat ur vonreizh nevez e plas an hini a oa bet votet e miz Genver 2014[27] ; degemeret mat e voe ar vonreizh nevez, gant nebeut a voterien avat[28].
6 Abdel Fattah al-Sissi
(ganet e 1954)
8 a viz Even 2014 O ren Gouarnamant Mahlab I ; Gouarnamant Mahlab II Strollad dizalc'h Ministr an Difenn e-pad ren Mohamed Morsi abaoe an 12 a viz Eost 2012[29], a voe skarzhet gantañ dre [daol-Stad an 3 a viz Gouere 2013[30] ; gwelet ez eo evel penn gwirion ar Stad e-pad ren Mansour[31]. Trec'h e voe goude dilennadegoù an danvez prezidant e miz Mae 2014 e-tal Hamdine Sabahi, hep souezhadenn da zen[32].
Dillennadegoù prezidant Egipt 2014
  1. Passion égyptienne
  2. Cameroon Voice
  3. L'Internaute
  4. Gouarnamant Egipt
  5. L'Internaute
  6. L'Internaute
  7. des Six Jours Tsahal
  8. Live 2 Times
  9. L'Internaute
  10. Digithèque MJP
  11. Euronews
  12. Perspective monde
  13. Perspective monde
  14. Jeune Afrique
  15. L'Express
  16. LCI
  17. L'Express
  18. L'Express
  19. Le Monde
  20. La Croix
  21. Le Parisien
  22. France 24
  23. Le Monde
  24. L'OBS
  25. Le Figaro
  26. Le Monde
  27. Le Monde
  28. Le Monde
  29. L'Express
  30. TV5
  31. BFM TV
  32. Le Monde

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search